Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust


trede pennadig

inosantig @ 09:17

Bet on o klevout podcast marcperrot: plijus tre klevout en hor yezh traoù nevez- brav oa gouzout diouzh trouzioù an anevaled war ar maez ha boazioù ha kustumoù gwechall gozh; en deiz hiziv e weler hag e klever, e KLEWELER eta, trouzioù nevez ar bed arnevez. Pa ne vefe nemet evit respont da c'houlennoù hor c'helaouenner fr3ek muiañ karet: da betra sevel gerioù nevez ??? (!!!). Mar fell deomp cheñch un dra bennak er ber eo ret mat deomp da zigentañ holl chomm bev en ur stourm war gement tachenn.
PODCAST eta: pennadoù dre gomz a-drugarez d'an Internet.
Pezh zo avat..evit va micher ez on koumanantet da veur a hini, ha n'am eus ket amzer da selaou; ned eo evidon eta nemet ur strollad abadennoù dre gomz sanailhet en ur dosier web anvet podcast: ne lavaran ket ne vint ket implijet hervez m'am bo ezhomm bout keneteliet pe kelaouet diwar benn an dra man dra. Neuze ret holl reiñ un anv peursplann da gement restr a zo evit dont dezhañ diouzh ma vo ezhomm.
Un dra all: dear marcperrot,ur ginnigadenn n'eo ken!- ouzhpenn an c'homzoù distaget eo brav kaout ar skrid en ur c'heñver evel m'o c'haver war ar BBC. Ar re a zo war studi ar saozneg -ur bern, a bep oad- a c'hell
kaout pezh a garont a zanvez saoznek...Nag un avañs, un araokadenn petra, e vo ar pezh a emdro war ar ar web evit ar re a grog gant ar yezh; penaos en em ziluziañ avat er vordilh a lec'hiennoù hag a bennadoù: !


digg it | del.icio.us

Un notenn »

  • Marc PERROT — 2007-06-29 - 18:40:17 GMT 1

    Plijet n'eus din kalz ho gerig diwarbenn ma fodkast. An distro kentañ eo evidon e maez eus ar seizh kant bizitadenn meus bet betek bremañ. Rein a ra kalon da genderc'hel memes ma ouzhon n'on ket barrek tre na war ar yezh na war ar komz.
    Evit respont d'ho mennozh meus kaset war ma blog http://chwezetablog-rezkebil.blogspot.com tout an testennoù meus lennet dirak ar mikro. Emichañs e vo tu din er mod-se gwellat an traoù gant ma vo tud e-gizdoc'h o larout o sonj.
    Trugarez hag a benn nebeur war ar rouedad.

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>


Piv on

Rummadoù

Tikedennoù

Ma zikedennoù

Sindikadur