Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust


Dielloù: Mae 2007

derou ar wiki brezhoneg

inosantig 31/05/2007 @ 20:50

Setu amañ un nebeud krefen dieub a skrivis goude lennet ganin pennadoù eus ar wiki kentañ. E penn un nebeudig koñsorted e oa deuet c'hoant-e-giz ma c'hoarvez bep 6 miz e breizh- sevel ar wiki diouzh o doare; en ur yezh reizh -hag hardi hardi pitilh en e zifazied ho prezhoneg akademiel-c'hwi!
Dezho oa ar yezh un dra natur, dieub ha libr-lip: da reolenn nemeti skrivañ e-giz m'he c'hlever c'hoazh lec'hchiennoù. Cacofoni skritur o ger ardamez; ha bec'h d'ar re all, en ur skeiñ ganto-holl a hent all; ouzh o zreuzwiskañ, ouzh o fentañ; o tinac'hañ outo bout disheñvel.
Dre chañs en em gavas paotred ha merc'hed sirius war an dachenn da aloubiñ hag e voe un tammig brezel. Trec'h ar mad a-enep an droug: tud o labourat a-zevri da uhelaat ar yezh, da ober implij eus skiant prenet hag anaoudegezhioù sammet e-kerz ar pergont (daou-ugent) bloavezh diwezhañ...
Warlene oa se. En em gavet ganin lenn pajennoù degemer ar wiki o nevez-c'henel deomp. Ha me ha sabatuiñ: setu;
Wikipedia: bremañ e komprenan perak ne felle ket d'am zud, d'am zud-kozh, d'am c'helennerien, d'am skolaerezed, d'am gwreg, d'am bugale, d'am bugale-vihan, d'am mignoned, d'am amezeien, d'ar prefed, d'an archerien, d'am medisin, d'am bredvezeg, ha betek d'am c'hi bihan, ha d'am c'hazh hag all ha kement zo tout hag a gar ac'hanon war an tamm douar patatez-mañ, perak ne felle ket dezho e rajen war dro ar brezhoneg.
E prenestr degemer al lec'hienn Wikipedia ez eus ouzh ho tegemer daou seurt doare skrivañ (hen lavaret en doa din va Zelegramm pemdeziek) ha bet on o welout peseurt diferañs oa etre an tradisioneleg hag ar peurunvaneg. O soñjal e oan, boazet pellzo siwazh, en em gavout adarre gant falc'huneg ur paotr DU bennak, pe Navigateur mod nevez Firefox opensource, lakaet e brezhoneg mar plij. Hag e oa kouezhet ma fri war ar gloued pa'm boa youlet ober un taol-esa, o ken un taol lagad ! rak dirollet oan da c'hoarzhin pe da skolkal gant ar vezh, pa n'em eus ket c'hoant leñvañ ken: kit hoc'h unan war ar rouedad ha c'hoarzhit!!!!
A-gleiz emañ an dazont, ar brezhoneg bras, ar gerioù diaes, hag ar pennadoù uhel. War ho kostez dehou emañ ar yezh patchwork, koulz eo lavarout diouzhtu rak ur yezh farouelled ez eo, ur yezh ar bobl marteze, ur yezh tud dizesk, ur yezh echu, kouezhet d'ac'h lost ar c'harr, ur yezh sebeliet, ur pidjin: ur yezh ha na vestronier ket pe ur yezh a zistaoler. Demat d'ar galleg pe forzh peseurt yezh all rak ar Vari vastrouilh a varagoueñ a ginniger deomp eno eo dres al luc'hajoù a gleved pa oamp bihanik hag a zistaolemp holl, amprestadennoù diouzh an druilh, kement ha ken bihan ma oa mouget ar yezh orin ganto ha ma soñjed hep soñjal hir, ne dalveze mann nemet da c'hoarzhin goap ha da c'hoazhin melen ha glas.
Disoñjal hag ankounaat, Ankounac'haat, Nac'hañ, Diskar, Pellaat, Flastrañ, Pulluc'hañ. Netraaat anezhi. Hag echu da vat. Definitively. Ha for ever. Ha setu ar Vari vastrouilh amañ c'hoazh dirazon, blev lous, dilhad flaerius, c'hwezh ar sitr c'hwerv leizh he beg, o tiskouez deomp en ur sevel he sae kailharek ur string gwenn ha du taolet a-dreuz, hag he divronn ganti dispak dreist ur vrasierenn teuc'h ha laosk, a-istribilh. War he fenn un tok triliv avat. Da ziskouezh eo e talvez ar penn a-raok ar penn a-dreñv. N'eus forzh penaos: bevet al liberte, ni zo franse hag a chomo! Klevet mat eo.

eil taol esa

inosantig 30/05/2007 @ 19:44

gwire eo n'eus ket bruderezhioù a vil vern war ar blog-mañ
Rak se vo tu marteze da zifretañ e peoc'h
Gwelet e vo
Diwall da neb a fell dezhañ diverkañ chom hep bountañ ur wech da vat rak diverkañ zo diverkañ PEP TRA ken ez eo ranket adsevel ar blog, hogen gant login ha ger tremen nevez hag all diwall enta da neb a fell dezhañ diverkañ nemet ur c'hraf


Piv on

Rummadoù

Tikedennoù

Ma zikedennoù

Sindikadur